Ecomusée de Plouguerneau – Association Karreg IR depuis 1985

Mirdi-bro Plougerne
Mise à jour : 11-06-2018
Edito

MIRDI BRO PLOUGERNE

Le site internet est en cours de réaménagement. Digarezit ac'hanomp mar plij!

Istor an den en e endro a zo unan eus danvezioù-labour ur mirdi-bro

Abaoe 1985 e vez lakaet da dalvezout glad arvor bro Pagan hag an aberioù gant Mirdi-bro Plougerne. Gant sikour tud a youl vat e klaskomp digeriñ daoulagad d'an holl war pinvidigezhioù sevenadurel ha naturel hor bro.

 

En dervezh-hirio ez eus bezhinerien e Plougerne atao.

An tali a vez implijet bremañ d’ober danvezioù gludennek (evit al louzoù, ar boued...). Betek ar brezel diwezhañ, darn vrasañ an arvoriz a c’houneze o bara diwar ar mor hag ar bezhin. Miret eo bet o memor gant tud ar vro n’o doa ket c’hoant e vefe disoñjet petra e oa bet buhez ha labour ar vro-mañ... Setu penaos e oa ganet Mirdi ar Vezhinerien.

E fin ar bloavezhioù 1960 eo bet krouet ar mirdioù-bro e Bro C’hall, hini Eussa oa unan eus ar re gentañ. Ur mirdi-bro a lak da dalvezout ur sevenadur, ur vicher, ur glad, ma vije en e mogerioù pe dreist dezho. Tachenn labour ar mirdi-bro a zo an endro tro-dro dezhañ hag e vez klasket labourat gant an dud a vev ennañ. Setu penaos e vez krouet ul liamm kreñv etre an dud hag al lec’hioù gweladennet ganto, ul liamm etre an amzer dremenet hag an hini a-vremañ. Ouzhpenn ostilhoù kozh ha pannelloù ouzh mogerioù, micherioù pe oberiadennoù a-vremañ a vez lakaet war wel ivez gant tud a youl vat, a zorn da zorn…

 

La Mémoire goémonière - Katalog diskouezadeg ar mirdi

Diouzh dañvez ar muzeografiez eo bet graet hini al levr-se. Testenioù, istorioù, tresadennoù kaer Fred Barat, poltiji all a zo bet ouzhpennet evit rentañ kont en un doare klok ha gwir deus ar pezh a ginnigomp er mirdi. Gallout a rit ivez selaou testenioù dre glevet tud ar vro (pladennoù e galleg hag e brezhoneg).

Da werzhañ er mirdi pe dre lizher (contact@ecomusee-plouguerneau.fr). Priz:25€ + 10€ (frejoù-kas)