Ecomusée de Plouguerneau – Association Karreg IR depuis 1985

Mirdi-bro Plougerne
Mise à jour : 11-06-2018

Tud oadet hag ampechet

Ur Mirdi-bro digor d'an holl

Gwelloc'h-gwellañ e vez digemeret an dud ampechet e mirdioù gant ur bern mekanikoù ha gweladennoù ispisial, Mirdi-bro Plougerne a fell dezhañ ivez digeriñ e zorioù d'ar re-se, ambrouget pe get. Kenlabourat a reomp gant URADEPA, ADAPEI...ha tapet eo bet ganeomp al label "Touristelezh ha Namm" evit ar re dalc'het en o fenn hag ar re vouzard. Bremañ e labouromp evit ar re dalc'het en o c'horf hag ar re zall. 

 

Titouroù a bouez:E kerlouan e vez degemet an dud ampechet e-barzh ur bod labelazt.

http:www.locations29.com/hebergements/toulldouar/produit.php?nomrb=16372&lib=gites&id_rub=2642

 

 Roll abadennoù gant an URAPEDA diouzh LSF:

 

Gweladenn henchet mirdi ar Vezhinerien

Sul 21 a viz gouere - 4e30 - 5e30 gm.

 

Bageal e-bourzh ur vag bezhinañ

Sul 21 a viz gouere - 3e00 - 4e00.

 

Dizoloadenn an darze

Lun 22 a viz gouere - 11e30  - 13e30.

 

 

Abaoe 2009 e kemer perzh ar mirdi-bro e raktresoù evit ar re gozh gant UDARPA.

Dre gatalog an UDARPA e vez kinniget d'an dud oadet abadennoù ha gweladennoù ispisial. Labourat a reomp gant CCAS pe tiez ar re war o leve evit lakaat anezho da zizeleiñ pe addizeleiñ o buhez tremenet  (gant tud tapet gant Alzheimer da skouer). E brezhoneg e kinnigomp traoù dezho ivez rak eo beo atav o yezh-vamm en o c'halon.

Gweladenn e Mirdi ar Vezhinerien