Ecomusée de Plouguerneau – Association Karreg IR depuis 1985

Mirdi-bro Plougerne
Mise à jour : 11-06-2018

skolioù - skolajoù - liseoù...

A- hed ar bloaz e vez kinniget ganeomp abadennoù evit ar skolioù, peadra da glokaat an deskadurezhioù.

Aotreet Deskadurezh Stad ha Yaouankiz- Deskadurezh Poblek eo ar Mirdi-bro

Kinnig a ra ar mirdi rolloù buhezhiñ  diwar-benn glad naturel, savadurel ar vro Bagan ha bro an aberioù evit ar vugale eus ar skol-vamm betek al lise. 

Savet int bet ar rolloù-mañ diouzh programmoù an Deskadurezh Stad. Kaset eo bet da benn gant harp skolaerien, kelennerien, arbennigourien ar gelennadurezh hag ar glad ha dre skiant-prenet war an dachenn. (Teulioù da bellgargañ en traoñ).

 

Un dra a-bouezh evit ar mirdi-bro eo labourat asambles gant ar skolioù. Klask a ra lakaat ar vugale d’en em zispakañ er-maez eus ar skol ha da zizeleiñ ar bed tro-dro dezho, dianav ganto peurliesañ.
Amañ ‘z eus peadra da welet ha da zeskiñ gant dudi ha studi. Laouen e vimp o kinnig deoc’h ur roll abadennoù diwar-benn ar glad naturel, istorel, savadurel, dianvezel hag eveljust bezhinerien aotchoù bro-Leon.
  
Ma ‘z eo gouest ar bugel d’ober gant ar brezhoneg, e vo dedennus ivez an abadennoù divyezhek pe dre soubidigezh evit sachañ e evezh war pinvidigezh ar yezh hag evit lakaat anezhañ da implijout e anaoudegezhioù en un endro disheñvel. Gallout a raio deskiñ sellet ha gwelet, mont e darempred gant tud ar vro, kemer perzh e-barzh oberiadennoù a-gevret ha digeriñ e zaoulagad war sevenadur ar bobl.
 
Diwar ar roll-mañ ha gant skoazell animatourien ar mirdi e c’helloc’h sevel ur raktres-skol evit un dervezh, meur a zervezh pe ur sizhun klok e-kerz ar bloaz. Boued ha bod e Plougerne pe e Treglonou (An Oaled).

Gweladenn ar Mirdi gant skolidi.

Diskargadur an tali e Porzh Korejoù.

Baleadenn studius war bord an aber.