Ecomusée de Plouguerneau – Association Karreg IR depuis 1985

Mirdi-bro Plougerne
Mise à jour : 11-06-2018

Mirdi ar Vezhinerien

Abaoe ouzhpenn 20 vloaz eo bet krouet ar mirdi evit lakaat da dalvezout ar vicher ha displegañ impljoù ar bezhin e Bro Bagan hag en Aberioù. Chom a ra un tregont bezhiner bennak e Breizh c'hoazh! Ostilhoù, maketennoù, ur museografiez nevez, testenioù da glevet…Dic’hortoz ha dedennus eo dañvez Mirdi ar Vezhinerien. Gwechall e veze devet an tali war an tevenn d’ober soud evit al labouradegoù-iod. Azalek ar bloavezhioù 1950 e vez tennet diouto danvezioù da devaat ha da stabilat evit al louzoù, ar gwiad, ar boued…Ul liamm kreñv etre an amzer dremenet hag hini a-vremañ a klaskomp mirout dre ar mirdi.
 
Strolajoù ha skolioù: digoret e vez ar mirdi a-hed ar bloazh.
Abadennoù e vez kinniget d'an dud oadet hag ampechet.
 
 
 Deiziadoù hag eurioù digeriñ ar mirdi e 2014
GWELADENNOU HENCHET: Digor a-hed ar bloaz evit ar skolioù ha strollajoù a bep seurt. (Burevioù digor d'al lun, d'ar meurzh, d'ar yaou ha d'ar gwener eus 9e betek 17e - 02 98 37 13 35/ 06 79 74 06 61.
GWELADENNOU PEP HINI DIOUZH E DU :
12 a viz Ebrel - 1 a viz mae: Bemdez nemet ar meurzh (14e-18e)
10 a viz Mae - 9 a viz even: Dibenn-sizhun hepken (14e-18e)
14 a viz Even - 28 a viz gwengolo: Bemdez nemet ar meurzh (14e-18e)

+ Miz gouere hag eost: digoret e vo ar mirdi bep yaou mintin eus 10e30 da 12e30 e-pad ar marc'had.

 

Leunbriz: 4 € (Passeport eus rouedad departamant Penn-ar-bed : 3 €) - Hanterbriz: 2.5 €/ 3 € - Priz Familh: 10 € (2 zen deuet + 2 vugel) - digoust betek 6 vloaz.

 

GWELADENNOU DISPLEGET HAG UN DIAPORAMA  a zo kinniget padal e miz gouere hag eost. Emgav da 14e.

Leunbriz: 5€ - Hanterbriz (7- 11 bloaz) : 3€

 

Label "Touristelezh ha Namm"Evit digemer en un doare gwelloc'h an dud ampechet eo bet tapet ganeomp al label evit ar re vouzard hag ar re dalc'het en o fenn. kenderc'hel a reomp da labourat evit ar re zall hag ar re dalc'het en o c'horf...

 

 

Diabarzh ar mirdi (ar skoubidou dre-dan)

 

 

 


[separateur]Diabarzh ar mirdi (ar skoubidou dre-dan)

 

 

Diabarzh ar mirdi (dougen ar bezhin gant ar c'hravazh)

 


Pennadoù-skrid